Amiant

Amiant eo an anv a vez roet d'un doare mineral breunennek a c'hell bezañ e gwirionez krizolit Mg3(Si2O5)(OH)4, ha dreist-holl tremolit Ca2Mg5[(OH,F)|Si4O11]2. Setu amañ ur maen en deus kalz a berzhioù mat : pa vez mesket gant simant e kreñva ar betoñs, stourm mat e ra ouzh an tan, mat eo da ober priaj ! ... nemet bez’ en deus ur perzh fall da-vat... bez’ ez eo ur poezon-rik evit an den hag an endro. Tost da gant mil den dre Vro-Frañs a vo bet marvet gant se en ur ober un hanter-kant vloaz bennak, tost da vat tri mil bep bloaz.

Krizolit asambles gant muskovit

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search